Kenavo ma zad, ma mamm Kenavo mignoned Kenavo deoc'h tud yaouank Eus parrez Langonned
Ne oa ket roet din ar choaz Dav oa din partiel Kaset oan war ar mor bras Kuitaet ma Breizh-Izel
Me oa-me gwall glac'haret 'Vont d'ober ma servij Lesket 'moa e Langonned Fleurenn ma yaouankiz
Lesket 'moa e ti he mamm Ma mestrezig karet Kaset oan d'an Oriant Ha du-se oan gwisket
Berv e oa ma daoulagad An avel oa uhel Barzh an neñv e oa stered Daole din sklerijenn
Ma vijen bet e skolioù 'M bije skrivet ul lizher 'Vit kontañ ma holl boanioù Ha ma brasañ mizer
An eostig save d'al lein Ha gane melodi Kavet din ma Breizh-Izel Erru oan 'barzh ma zi
Kentañ hin' am boa kavet Oa 'vatezhig vihan Ha ganti 'm boa goulennet E-menn 'mañ 'r plac'h yaouank En ur glevet kement-all Me oa chomet souezhet 'C'haloupat da benn kêr all Du-se em boa gwelet